Châtelier (2017)

De Arbres
  • Châtelier, Antoine. 2017. 'Arveroù diwezhañ ar stumm « edi » e lennegezh Bro-Gwened (XVIIvet – XXvet kantved)', Klask 11, 101-112.


 Diverradenn:
 "Lies e soñj an den e vehe ar stumm edi/edo ur stumm a vro-Leon (evit an amzer-dremenet) pe a Enez-Sun (evit an amzer-vremañ). Neoazh eo bet diskouezet meur a wezh (Roparz Hemon e 2000:§139, notenn 2, Koulizh Kedez e 2015) penaos e oa roudoù anezhe e pemp korn ar vro hag e Bro-Gwened ha razh. Evit gouiet pelloc'h e tielfennin lennegezh ar Gevred er pennad-mañ hag e welimp emdroadur edi hag e adstummoù a-hed ar c'hantvedoù. Gwelout a rin ivez skouerioù souezhus el lennegezh komzet e brezhoneg Surzhur."