Kervella (1947:§476)
De Arbres
Révision datée du 6 décembre 2022 à 00:30 par Mjouitteau (discussion | contributions) (Remplacement de texte — « ... » par « … »)
- article précédent: Kervella (1995:§475)
E gwirionez, e c'heller sevel evelse anvioù-gwan, raganvioù pe adverboù kevrennek gant bennak diwar an holl c'herioù goulennata. Ur wech ma vezont klokaet gant un islavarenn-degouezh e kollont dre-vras o zalvoudegezh goulenn: Pe… bennak, peseurt… bennak: Pe zeiz bennak e c'hellfes dont d'am gwelout, e vin laouen atav ouzh da zegemer. Pet (...) bennak: Pet eur bennak e c'hell bezañ bremañ? Pet bennak a c'hell bezañ anezho ? Pegement bennak: Pegement bennak e c'hell bezañ anezho, ez eo gwall nebeut evitañ Pegement bennak e c'hell gonit ? Pegen… bennak Pegen buan bennak e c'hell redek, emañ re ziwezhat. Pehini bennak, pere bennak Pehini bennak anezho a vo gwelet o tispakañ? Pelec'h bennak Pelec'h bennak e c'hell bezañ ganti bremañ? Peur bennak, pegoulz bennak Peur bennak ec'h en em gavo ? Pegeit bennak Pegeit bennak e oa bet ar c'hrogad, ne oa ket skuizhet c'hoazh koulskoude. Penaos bennak Me 'garfe gouzout penaos bennak e ouezo en em dennañ. Perak bennak Ne c'hell bezañ kavet nemet en ul lavarenn c'houlennata. Perak bennak eo aet kuit ?