Différences entre les versions de « Kervella (1947:§476) »

De Arbres
m (Remplacement de texte — « o? » par « o ? »)
m (Remplacement de texte — « ...  » par « …  »)
Ligne 5 : Ligne 5 :
   Ur wech ma vezont klokaet gant un islavarenn-degouezh e kollont dre-vras o zalvoudegezh goulenn:
   Ur wech ma vezont klokaet gant un islavarenn-degouezh e kollont dre-vras o zalvoudegezh goulenn:
    
    
   '''Pe... bennak''', '''[[peseurt]]... bennak''':
   '''Pe… bennak''', '''[[peseurt]]bennak''':
   ''Pe zeiz bennak e c'hellfes dont d'am gwelout, e vin laouen atav ouzh da zegemer.''
   ''Pe zeiz bennak e c'hellfes dont d'am gwelout, e vin laouen atav ouzh da zegemer.''
    
    
Ligne 16 : Ligne 16 :
   ''Pegement bennak e c'hell gonit ?''
   ''Pegement bennak e c'hell gonit ?''
    
    
   '''[[Pegen]]... bennak'''
   '''[[Pegen]]bennak'''
   ''Pegen buan bennak e c'hell redek, emañ re ziwezhat.''
   ''Pegen buan bennak e c'hell redek, emañ re ziwezhat.''
    
    

Version du 6 décembre 2022 à 00:30

article précédent: Kervella (1995:§475)
 E gwirionez, e c'heller sevel evelse anvioù-gwan, raganvioù pe adverboù kevrennek
 gant bennak diwar an holl c'herioù goulennata. 
 Ur wech ma vezont klokaet gant un islavarenn-degouezh e kollont dre-vras o zalvoudegezh goulenn:
 
 Pe… bennak, peseurt… bennak:
 Pe zeiz bennak e c'hellfes dont d'am gwelout, e vin laouen atav ouzh da zegemer.
 
 Pet (...) bennak:
 Pet eur bennak e c'hell bezañ bremañ?
 Pet bennak a c'hell bezañ anezho ?
 
 Pegement bennak:
 Pegement bennak e c'hell bezañ anezho, ez eo gwall nebeut evitañ
 Pegement bennak e c'hell gonit ?
 
 Pegen… bennak
 Pegen buan bennak e c'hell redek, emañ re ziwezhat.
 
 Pehini bennak, pere bennak
 Pehini bennak anezho a vo gwelet o tispakañ?
 
 Pelec'h bennak
 Pelec'h bennak e c'hell bezañ ganti bremañ?
 
 Peur bennak, pegoulz bennak
 Peur bennak ec'h en em gavo ?
 
 Pegeit bennak
 Pegeit bennak e oa bet ar c'hrogad, ne oa ket skuizhet c'hoazh koulskoude.
 
 Penaos bennak
 Me 'garfe gouzout penaos bennak e ouezo en em dennañ.
 
 Perak bennak
 Ne c'hell bezañ kavet nemet en ul lavarenn c'houlennata.
 Perak bennak eo aet kuit ?