Urlo (1919)

De Arbres
  • Ab. Urlo. 1919. 'Kloued Filligy', L'Union Agricole et Maritime 36, numéros de septembre.


petite nouvelle parue dans les pages bretonnes, avec sa traduction en français de basse-Bretagne (Près de la barrière du Filiguy, advenu le mal de ventre avec moi).
ciblage dialectal :
Les noms de lieux sont autour de Clohars-Carnoèt, où réside sa nièce. L'auteur, en août de la même année, signe un texte écrit au Pouldu.

L'absence de mutation D>Z suggère pourtant une variété trégorroise, ainsi que la fusion na de la négation ne et du rannig a.


"Bez e oa an nozvez-ze a viz du, e Clohars-Carnoèt, fest an houc'h, e ti va moereb Anna (Doué d'he fardouno !). Ar chistr a ziluie an teodou, dreist-holl, teod Pier ar Skoul, houarner keseg ar vourc'h, louzaouer al loened, hag an diwader moc'h ar gwella eus ar c'harter. Great en doa eur maro, an abardaez-ze, n'eur zanka e dad-kountel e kalon al loen deuet ken lart ma oa diaes d'ezan sevel a'ziwar e deil. Eur gwall baotr, Pier ar Skoul, hep aon rag Doue, rag an Diaoul, met eun den a laboure bepred gant kalz a veoder. Sevel a rae araok ma oa de. Dihunet oun bet alïes, mintin-mat, gant trouz e vorzol o skei war an anne, dievez oun bet meur a wech, hed an de, gant mouez skiltrus va amezeg o kana pe o ober leou-douet euzus, rak kounnari a rae gwasoc'h eget Yann Kilimar, miliner Porsarc'h, pa veze meo dall, gant e garr, tro hanter-noz, e geuniou Sant-Mady. Dreist-holl pa voeie riennach o chom o beg digor dirag an govel, elec'h mont d'ar skol, neuze: e tearae ru, ken e spounte Margaït Tro'n'Iliz, ar varc'hadourez kraou hag e n'ein westle da Zantez Barban, a vir an dud diouz ar gulun. Nemet an tech fall ze, lavaras d'in lïes gwech, ar vaouez baour-mañ, ar Skoul a vefe ar gwella den eus ar bed. Ar goanerien a selaoue komnzou an houarner keseg, gouzout a rae kalz a draou. — Va anaout mat a rit, eme Pier ? — Fe d'am Doue ! Ya ! a reas ar c'here Moanig. Te zo eun den kalounek tre, ha n'en deus ket da barr, er barroz. Piou a rafe aon d'it, pa vefe an Diaoul heu-e-unan ? — Koulskoude, va c'hredit, aon hag aon mat am eus bet eur wech e va buez, eur wech hep ken. - Ha ! — Setu meur a vloaz tremenet 'abaoe an nozvez-ze ha sklasa a ra c'hoaz va gwad pa sonjan enni. Oamp e zunvez gouel an Anaon, mestr Kerael, an Taro koz, aet a c'houdevez en Ifern, rak lonket en deus re a lagout chistr epad e vuez, hen doa va fedet da zont wardro unan deus e gezeg klanv. Me a yeas da Gerael goude ar c'huz-heol. Gwelet ar marc'h, ni mont d'ar c'hao da danvaat ar chistr koz hag ar chistr neve a rede diouz ar waskel ebarz ar fustou didalet. Eva a ris marteze pemp pe c'houec'h skudellad n'eur gomz gant ar perc'hen. Tost da hanter-noz a oa, pa guitiz ar c'hao, na lavaran gaou, eun tammik tom d'am fenn, mes boazet oun da eva, ba red eo d'in kaout eul lommig mat, araok beza meo. Va c'hredit n'oan ket meo, kon diveo oan ha breman pa gemeris an hent don a ya da Lannvein. Du pok an noz, dic'hall a doe d'in gwel diragoun ha paneved va baz dero em befe torret va fenn, rak da pep kammed va zreid a strebote gant ar poullou-rod. Va c'hi Bleo-du a c'hrosmole. E kichen kloued Filiguy digoueet an droug-kof ganin. Chistr neve an Taro koz a c'hoarie eun dro-fall; va lakaat a reas da ziskenn buhan va bragou ha da gluja e kreiz an hent. Neuze e kredis klevout eun trouz botou er pellder. Eun daleer benak o tistrei d'ar gêr, ha me war zaô. Horolach ti-kaër Clohars-Carnoôt a tinse hanter-noz. Trouc'homp, emezoun, dre greiz ar parkeier evit beza abretoc'h d'er gêr. E oan o vont da zigor ar gloued pa chomis souezet o gwelet e penn anezi eun den bras-tre, gwisket gant eur vantel du a ziskenne beteg e dreid ; henvel a oa ouz eur manac'h kuzet e drem gant ar gougoul. Na lavare ger, trouz ebet na rae neur chom war zaô evel eur peul. O kaout dirag va daoulagad eun ermeziad, me mont ha lavarout d'ezan hep krena : » — Ha pred eo tostaat va den-mat ? Netra na zeuas diouz o genou. Ha klevet en doa va mouez. — Divezat eo, va loskit da dremen : » Na reas van ebet. Neuze va gwad a vervas ha me da daeraat. — Diwall paotr koz ! n'am neus ket c'hoant da gousk aman. Trec'het, pe va fenn baz en devezo da goania. Va c'hi a c'harze hop ehan, aon avat en doa da dostaat ouz an teuz-ze. Hen a grogas, e gwirionez, ebarz ar mantel, met tec'hi a reas raktal n'eur lenva gwasoc'h eget pa vije kroget an tan en e diadrenv. Ha daoust d'in beza kalounek, dont a riz da grena ; koulskoude me a gerzas warzu ennan, va baz a us d'e benn, évit trec'hi ha savetéi va c'hroc'hen : an Diaoul a dra-zur a voa diragoun. Hogen al loen-ze na flacha ket. Me da roi d'ezan eur pikol toll baz. Va zam dero avàt na gavaz nemet penn ar c'hloued bag a draillas anezan. Malloz-ru ! Na oa mui den ebet, na choume aze nemet kef an derven staget ar c'hloued outan. Bras a oa va spount. Me a zigoras ker buhan ar c'hloued, hag adreuz ar meziou labouret a neve, e tiredis war zu Lannvein. Goulou a lugerne c'hoaz e ti an davarnourez Mari Ribodez. Mansounerien, heskennerien gwall-veo a achue lakaat da redeg o c'honid. Ouz va gwelet goloet a c'houez, ar berr alan ganin, goulenn a reont petra em boa. Pa em boe displeget d'ezo an traou souezus eus toul hent Filiguy. — Intron Varia ! eme Toulkaill, an heskenner, an dra-ze n'eo ket skler ! Geo ! skler awalc'h. Antronoz, va niz deuz Guidel a zeuie da rei da anaout d'in maro e vamm."