Kervella (1947:§475)
De Arbres
Révision datée du 20 avril 2010 à 22:58 par Mjouitteau (discussion | contributions) (Page créée avec « ar raganv ''an neb'' a rank bezañ klokaet atav gant un islavarenn-stag. Ne vez ket lakaet dalc'hmat ar ger-mell. Talvezout a ra da c'her damziskouezhañ evit an dud: ''an… »)
ar raganv an neb a rank bezañ klokaet atav gant un islavarenn-stag. Ne vez ket lakaet dalc'hmat ar ger-mell. Talvezout a ra da c'her damziskouezhañ evit an dud:
an nep a venn, hennezh a c'hall, ro anezhañ d'an nep a gari.
E-lec'h lavarout an neb a vez graet alïes gant ur raganv kevrennek gant bennak hag ur raganv goulennata: Piv bennak.
Piv bennak a yelo di a gavo trawalc'h da ober.
ur raganv kevatal a zo ivez evit an traoù: petra bennak
Petra bennak a c'hellfe en em gavout gantañ, ez eo sur d'en em dennañ.
Petra bennak a dalvez a-wechoù da wir stagell enebiñ:
Petra bennak m'eo brav an amzer, e vo dister an eost er bloaz-mañ.