Kervella (1947:§475)

De Arbres
Révision datée du 20 avril 2010 à 21:58 par Mjouitteau (discussion | contributions) (Page créée avec « ar raganv ''an neb'' a rank bezañ klokaet atav gant un islavarenn-stag. Ne vez ket lakaet dalc'hmat ar ger-mell. Talvezout a ra da c'her damziskouezhañ evit an dud: ''an… »)
(diff) ← Version précédente | Voir la version actuelle (diff) | Version suivante → (diff)
Aller à : navigation, rechercher

ar raganv an neb a rank bezañ klokaet atav gant un islavarenn-stag. Ne vez ket lakaet dalc'hmat ar ger-mell. Talvezout a ra da c'her damziskouezhañ evit an dud:

an nep a venn, hennezh a c'hall, ro anezhañ d'an nep a gari.

E-lec'h lavarout an neb a vez graet alïes gant ur raganv kevrennek gant bennak hag ur raganv goulennata: Piv bennak.

Piv bennak a yelo di a gavo trawalc'h da ober.

ur raganv kevatal a zo ivez evit an traoù: petra bennak

Petra bennak a c'hellfe en em gavout gantañ, ez eo sur d'en em dennañ.

Petra bennak a dalvez a-wechoù da wir stagell enebiñ:

Petra bennak m'eo brav an amzer, e vo dister an eost er bloaz-mañ.