Kervella (1947:§475)
De Arbres
Révision datée du 17 juillet 2012 à 09:04 par Mjouitteau (discussion | contributions)
ar raganv an neb a rank bezañ klokaet atav gant un islavarenn-stag. Ne vez ket lakaet dalc'hmat ar ger-mell. Talvezout a ra da c'her damziskouezhañ evit an dud: an nep a venn, hennezh a c'hall, ro anezhañ d'an nep a gari. E-lec'h lavarout an neb a vez graet alïes gant ur raganv kevrennek gant bennak hag ur raganv goulennata: Piv bennak. Piv bennak a yelo di a gavo trawalc'h da ober. ur raganv kevatal a zo ivez evit an traoù: petra bennak Petra bennak a c'hellfe en em gavout gantañ, ez eo sur d'en em dennañ. Petra bennak a dalvez a-wechoù da wir stagell enebiñ: Petra bennak m'eo brav an amzer, e vo dister an eost er bloaz-mañ.
- article suivant: Kervella (1995:§476)