Kergoat & al. (1989)

De Arbres
  • Kergoat, Lukian, Yvon Gourmelon, Francis Favereau & Martial Ménard. 1989. Yezhadur (skolaj ha lise), TES. texte.


grammaire pédagogique niveau lycée avancé, avec des notions de mouvement syntaxique, d'anaphores, etc.


à propos

 "Savet e oa bet an dornlevr-mañ e 1989 evit kentañ skolaj Diwan gant ar pal diaezezañ yezhadur ar brezhoneg e-touez ar grennarded (6ved ha 5ved klas). Skrivet e oa bet ar c'hentelioù gant Lukian Kergoat, Yvon Gourmelon, Francis Favereau ha Martial Ménard. Tud all o doa roet un taol sikour ivez : Paskal ar Marc'heg, Divi Kervella ha Tudu Huon. Serj Richard en deus prientet ar skrid-mañ evit an embannadur niverel. Malo ar Menn en deus graet an tresadennoù a vez kavet a-hed al levr. Gallout a raio al levr bras-mañ servijout d'ar skolajidi, d'al liseidi ha memes da studierien ar skolioù meur."


 rakger Lukian Kergoat:
 "E 1985 e oa bet savet Bodadoù an eil derez da heul diviz Diwan da sevel skolaj ha lise goude ar c'hentañ derez. Dek bodad a oa ha pep hini anezho en doa da roll sevel ar binviji skol a oa ezhomm anezho ha kenlabourat e diabarzh Kreizenn ar geriaouiñ da normalizañ an derminologiezh. […] Lod eus kenlabourerien Bodad ar brezhoneg o deus graet muioc'h war-dro al lennegezh, lod all war-dro ar yezhadur. Un daouzek den bennak a zo bet savet danvez ganto war tachenn pe dachenn hag o deus kemeret perzh el labour burutellañ.
 Dindan ma renerezh eo bet savet steuñvenn ar yezhadur ha kemeret em eus ma lodenn el labour sevel kentelioù ivez. Gant daou zen all, ouzhpenn din, eo bet savet ar peurvrasañ eus an danvez a denn d'ar morfosintaks : Francis Favereau hag Yvon Gourmelon (Yann Gerven). Gant Erwan Evenou eo bet savet an displegadennoù war an distagadur.
 Ur wezh savet ar c'hentelioù gant Bodad ar brezhoneg e vezent studiet gant an izili e-kerz bodadegoù a veze dalc'het e Karaez peurvuiañ. Reizhañ ar skridoù a oa d'ober ha lakaat an eil kentel da glotañ gant eben. Labour lakaat da zegouezhout gant live ar skolidi a oa d'ober a-hend-all. Diwar ar pleustr eo bet savet al labour eta ha diwar skiant-prenet ar gelennerien en em gave bodet en-dro d'an daol dabutal.
 Klasket ez eus bet, par ma'z eus bet tu, ober gant ur c'heriaoueg na yafe ket re bell diouzh an anvadurezh eur boazet outi e brezhoneg.
 Ar mod da ginnig ar fedoù eo an hini a oa aliet heuliañ e programoù ar Minister d'ar mare-se, da lavaret eo ugent vloaz zo pe ouzhpenn. Ma vefe al labour da vezañ savet en-dro e vefe da adframmañ evit derc'hel kont eus ar c'hlaskerezh a zo bet war ar yezh abaoe."


L'équipe est entièrement différente de celle de TES (1990), grammaire pour le collège.