Hemon (2000:§140,(10))

De Arbres
La version imprimable n’est plus prise en charge et peut comporter des erreurs de génération. Veuillez mettre à jour les signets de votre navigateur et utiliser à la place la fonction d’impression par défaut de celui-ci.
 N'eus anv-verb ebet e krennvrezhoneg hag e rannyezhoù a-vremañ Leon, Treger ha Kernev. Anv-verb ar verb caffout; kavout (a vez skrivet kaout dre ziviz er yezh lennegel) eo a vez arveret:
 
 caffout queuz Do.:42
 ret eo dech caffet patiantet Qu.:37
 gwelloc'h eo beza fur evit kaout madou bras FAG.:70
 true … a dleffach da gauet BD.:269
 
 War divout arver bezañ e-lec'h endevout evit sevel an anv-verb tremenet, Gw. § 155, notenn 1; diwar-benn an arver anezhañ en doare-gourc'hemenn, Gw. amañ izeloc'h, notenn 5.
 
 E rannyezh Gwened ez eus un anv-verb displeget, savet gant bout hag ar ranganvioù-gour renet. 
 Diwar Grammadeg GLG, p42 eo roet amañ:
 1 un. em bout; 2 un. ha pout; 
 3 un. g. en devout, en dout; 3 un. b. hé devout, hé dout;
 1 ls. hun bout; 2 ls. hou pout; 3 ls. ou devout, ou dout
 
 Sed amañ skouerioù:
 1 un. penaus … en hum guemérin-mé eit m'em boud int ? TE.:249   
 2 un. mat ar en douar ne houantay, evit a vout-y dré trompery FP.:331 […]
 3 un. g. réd-è en doud ur Fé bihue IS.:248
 3 un. b. Rachel e oai bet pèel hemb hi dout bugalé TE.:46
 1 ls. d'hur secour d'hur bout ur gùir gontrition MG.:389
 2 ls. heurussӕd-oh-hui … hou poud én hou ti ur vèrh quer santel MG.:381
 3 ls. petra ne rehènt-int bermen eit ou devout hoah un déuéh eit labourad eid 
 ou salvedigeah MG.:378;
 3 ls. é hoènt ér mӕz a oaid d'ou dout bugalé IS.:296
 
 N'eus roud ebet eus an anv-verb displeget-mañ e krennvrezhoneg; ne zegouezh ket ar skouerioù bet roet gant Ernault, D.Etym. p. 230.
 
 Gregor Rostrenenn, en e yezhadur, p. 68, a ro èndevout, endevezout, èndeffout evel an anv-verb,
 èndevout o vezañ ar furm arveret e Gwened, hag un nebeut skouerioù eus an arver anezhañ, evel:
 
 en devezout a ra cals a spered, èn deffout a raïo cals a squyand.
 
 E neblec'h all ne vez kavet hevelep furmoù war a ouzon.
 

notenn 1: Elfennoù a-bouez da-geñver studi ar verb endevout zo bet embannet gant Ernault en RC 9, 1888, pp. 258-65.

notenn 2: Tra ma'z eo ar furmoù eeun eus ar verb bezañ a vez arveret er c'hentañ hag en eil gour eus ar verb endevout ez eo ar furmoù kevrennek a vez en arver en trede gour, o kregiñ dre -de bep tro. Ar re-mañ, hervez L. Fleuriot, a gas d'ur verb *do-but. Ur verb dizalc'h e oa en henvrezhoneg, div furm anezhañ o vezañ testeniekaet: 3 un. amzer-dremenet an doare-sujañ debei ( a glot gant kr.Br. deffe e 3 un. g. doare-divizout en deffe M. 1879), ha dic'hour amzer-vremañ an doare diskleriañ debider; Gw. DGVB.:130. Gant an anv-verb *do-but e klot devout e 3 ls. anv-verb displeget ou devout MG.:378; Gw. §149, notenn 5.


A wechou e kaver furmoù e -de er c'hentañ gour lies: amzer a-vremañ an doare diskleriañ hondeuz OZB.:7, hon deus CSB.:v, MMKE.:152; amzer da zont an doare-disklêriañ hon dezo BSA.:195...[…]

Nevez eo ar furmoù-se moarvat. Ne hañvalont ket bezañ bet en arver kent an 19vet kantved.


notenn 3: War oa e oa diazezet furmoù kentevik amzer-dremenet an doare-disklêriañ. War boa e voe diskleriet diwezhatoc'h.


notenn 4: gwall luziet eo furmoù an eil gour, unan ha lies. […]


notenn 5:War 3 un doare-gourc'hemenn bezet ar verb 'bezañ' eo diazezet kentañ hag eil gour an doare-gourc'hemenn. Mes 2 un. da ues H.:20, n'a)s pez MBR.:12, (na) pes GJ.:52, (na) fé SA.:29, (d'a) pe CSB.:42 a hañval bezañ diazezet war 2 un. doare-gourc'hemenn bez.


notenn 6: Furmoù eus endevout gant dibennoù-gour a zeu war-wel: 1 ls. amzer-vremañ an doare-disklêriañ a meump GBI.:50; 1 ls. amzer-dremenet an doare-disklêriañ hor boamp FVR.:371; 1 ls. amzer da-zont an doare-disklêriañ meomp GBI.:474; 3 ls. o devezint KLBD.:84...[…] Studiet eo bet ar c'hraf-se gant Ernault en RC. 9, 1888, pp.258-65 hag 11, 1890, pp. 472-4, gant skouerioù niverus.


Bibliographie

  • Hemon, R. 2000. Yezhadur istorel ar Brezhoneg/Dictionnaire historique du breton, Hor Yezh. [ ed. 1958 - 1978, Preder, La Baule].