Fave (1998:133)

De Arbres
Aller à : Navigation, rechercher
 8. en eur... o... a-raog an ano-verb
 
 En-eur, stagadenn amzeria, a verk ez eus daou dra 
 hag a vez greet er memes amzer, en eil e-ser egile:
 
 Labourad a ra en eur gana.
 Kana a ra en eur labourad.
 Kutuill bleunioù en eur vond
       (e-keid ha ma vezi o vond, o kerzed, e kutuilli bleuniou)
 
 An diou lavarenn n'eus hini anezho hag a vefe islavarenn e-keñver eben.
 
 O: a-wechou gant ul lavarenn divizoud a hellfe beza ivez gant.
 
 O vont a-dreuz e tegouezi kentoh, (gant mont a-dreuz...)
 O kana e kavi berroh da hent, (ma karez kana...)
 O labourad kalz eo savet da binvidig
 Gant labourad mad, diwar labourad mad... o-deus dija an heveleb ster evel o.
 
 O: a-raog eun ano-verb a verk eun dra hag emaer oh ober:
 O kousked ema, o labourad edo,  gant ar verb beza.
 

référence

Fave, V. 1998. Notennou yezadur, Emgleo Breiz.